10/07/2007
Trede Lodenn !
Petra lavarout ouzhpenn ? Trugarez da vezañ ken niverus o sellout ouzh hor filmouigoù ! Gant m'ho po plijadur c'hoazh gant ar filmig-mañ, ha gant an hini o tont !
01/07/2007
Devezh ar Brezhoneg : Eil lodenn
Setu gant un tammig dale an eil lodenn ! Skrivit deomp evit eskemm ho soñjoù hag all...
18/06/2007
Devezh ar Brezhoneg : Lodenn gentan
Demat d'an holl ! Setu a-benn ar fin un nebeut skeudennoù fresk ! Peder lodenn eus "Devezh ar Brezhoneg" a vo skignet ganeomp, da lâret eo dre vras unan bep sizhun (sañset !!! deuit da welet al lec'hienn ur wech an amzer da c'houzout !)...
Spi hon eus e kaso soñjoù brav en-dro d'ar re a oa er gouel, hag e roio c'hoant d'ar re ne oant ket dont a-benn bloaz !
23/05/2007
Video Corbak e Gurunuhel
18/04/2007
Liammoù e-leizh !!!
Kit buan d'ober un droig war al liammoù bet lakaet en traoñ : kleweled, brezhoneg hag all... Ur bern traoù dedennus !
13/04/2007
Bonus Tele Kreiz-Breizh
Marteze ho poa merzhet e oa ur gudennig war ar bonus en Dvd. Setu perak e adlakaomp anezhañ enlinenn, deoc'h da brofitañ eus hol labour a-bezh ! Tu zo deoc'h sellet ouzh traoù all e traoñ ar bajenn, bet graet ganeomp pe get...
Inscription à :
Articles (Atom)
