28/03/2007

Manifestadeg evit Diwan en Oriant


Gervel a reomp da vanifestiñ disadorn en Oriant evit sikour Diwan. An emgav a vo da 3eur war plasenn ar Frankiz (n'eo ket mui war plasenn an ti-kêr).

25/03/2007

TKB e Roazhon dilun

D'al Lun 26 e vo skignet Tele Kreiz-Breizh a-raok "Brezhoneg e 6 miz" en Tambour e Skol-Veur Roazhon 2 da 17h15. Digoust eo !

22/03/2007

TKB e Montroulez Disadorn


D'ar Sadorn 24 a viz Meurzh e vo skignet Tele Kreiz-Breizh hag Enez Black Mor e sal Ar Salamandr da 4e. Da heul e vo aozet un diviz gant Laors Skavenneg (rener arzel Dizale) ha gant Setu !

20/03/2007

TKB e Karaez diriaou


D'ar Yaou 22 e vo aozet Devezh ar Sinema e Brezhoneg e sinema ar Gazeg C'hlas (Grand Bleu) e Karaez.
Kinniget vo Tele Kreiz-Breizh a tresadennoù-bev. Digoust eo, neuze deuit niverus !

15/03/2007

Webnoz en Oriant dilun (19.03.2007)


Ur pennad-kaoz a vo gant Setu dilun e-pad abadenn Webnoz. Tu zo deoc'h sellet outi war-eeun da 8e30 noz en ur vont war www.brezhoweb.com

12/03/2007

Setu war FR3 d'ar Sadorn 10 a viz Meurzh


Disadorn 'oa Tangi Merien (Prezidant Setu) ha Manuel Quemizet (Bezprezidant) en abadenn Digor Din o kinnig Tele Kreiz-Breizh hag ar gevredigezh. Kit war al liamm el lodenn "Pennadoù-kazetenn" da sellet ouzh an abadenn-se !

03/03/2007

Skeudennoù Tele Kreiz-Breizh !!!


Kit da welet skeudennoù Tele Kreiz-Breizh e traoñ ar blog !