17/10/2007

Saloñs levrioù e Brezhoneg Begerel (7.10.07)

Setu ur filmig bet savet asambles gt bugale skol Diwan Roazhon e-pad ar gouel.

16/08/2007

Pevare lodenn !


Setu a-benn ar fin lodenn diwezhañ ar filmouigoù diwar Devezh ar Brezhoneg ! Gant ar spi e voc'h niverus ar bloaz o tont evit 30 vloaz Diwan d'an 2, 3 ha 4 a viz Mae... Ken ar c'hentañ !

10/07/2007

Trede Lodenn !


Petra lavarout ouzhpenn ? Trugarez da vezañ ken niverus o sellout ouzh hor filmouigoù ! Gant m'ho po plijadur c'hoazh gant ar filmig-mañ, ha gant an hini o tont !

01/07/2007

Devezh ar Brezhoneg : Eil lodenn



Setu gant un tammig dale an eil lodenn ! Skrivit deomp evit eskemm ho soñjoù hag all...

18/06/2007

Devezh ar Brezhoneg : Lodenn gentan


Demat d'an holl ! Setu a-benn ar fin un nebeut skeudennoù fresk ! Peder lodenn eus "Devezh ar Brezhoneg" a vo skignet ganeomp, da lâret eo dre vras unan bep sizhun (sañset !!! deuit da welet al lec'hienn ur wech an amzer da c'houzout !)...
Spi hon eus e kaso soñjoù brav en-dro d'ar re a oa er gouel, hag e roio c'hoant d'ar re ne oant ket dont a-benn bloaz !

23/05/2007

Video Corbak e Gurunuhel


D'ar Sadorn 2 aviz Mezheven e kemero perzh Tele Kreiz-Breizh d'ur genstrivadeg filmouigoù e Gurunuhel, aozet gant ar gevredigezh "y'a des corbeaux sur l'paotr saout !".
Ur sonadeg a vo da c'houde. Evit kaout muioc'h a ditouroù, kit war http://paotr.saout.net.free.fr/

18/04/2007

Liammoù e-leizh !!!

Kit buan d'ober un droig war al liammoù bet lakaet en traoñ : kleweled, brezhoneg hag all... Ur bern traoù dedennus !

13/04/2007

Bonus Tele Kreiz-Breizh

Marteze ho poa merzhet e oa ur gudennig war ar bonus en Dvd. Setu perak e adlakaomp anezhañ enlinenn, deoc'h da brofitañ eus hol labour a-bezh ! Tu zo deoc'h sellet ouzh traoù all e traoñ ar bajenn, bet graet ganeomp pe get...

BONUS SETU
envoyé par Setubzh

01/04/2007

Forom Setu

Adalek bremañ e c'hellit mont da reiñ ho soñjoù war Tele Kriez-Breizh war forom ar gevredigezh (er rann liammoù, en traoñ). Diwezhatoc'h e vo tu eskemm diwar-benn a bep seurt traoù. N'hoc'h eus nemet d'en em enrollañ a-raok skrivañ ur gerig... Na dermit ket !

28/03/2007

Manifestadeg evit Diwan en Oriant


Gervel a reomp da vanifestiñ disadorn en Oriant evit sikour Diwan. An emgav a vo da 3eur war plasenn ar Frankiz (n'eo ket mui war plasenn an ti-kêr).

25/03/2007

TKB e Roazhon dilun

D'al Lun 26 e vo skignet Tele Kreiz-Breizh a-raok "Brezhoneg e 6 miz" en Tambour e Skol-Veur Roazhon 2 da 17h15. Digoust eo !

22/03/2007

TKB e Montroulez Disadorn


D'ar Sadorn 24 a viz Meurzh e vo skignet Tele Kreiz-Breizh hag Enez Black Mor e sal Ar Salamandr da 4e. Da heul e vo aozet un diviz gant Laors Skavenneg (rener arzel Dizale) ha gant Setu !

20/03/2007

TKB e Karaez diriaou


D'ar Yaou 22 e vo aozet Devezh ar Sinema e Brezhoneg e sinema ar Gazeg C'hlas (Grand Bleu) e Karaez.
Kinniget vo Tele Kreiz-Breizh a tresadennoù-bev. Digoust eo, neuze deuit niverus !

15/03/2007

Webnoz en Oriant dilun (19.03.2007)


Ur pennad-kaoz a vo gant Setu dilun e-pad abadenn Webnoz. Tu zo deoc'h sellet outi war-eeun da 8e30 noz en ur vont war www.brezhoweb.com

12/03/2007

Setu war FR3 d'ar Sadorn 10 a viz Meurzh


Disadorn 'oa Tangi Merien (Prezidant Setu) ha Manuel Quemizet (Bezprezidant) en abadenn Digor Din o kinnig Tele Kreiz-Breizh hag ar gevredigezh. Kit war al liamm el lodenn "Pennadoù-kazetenn" da sellet ouzh an abadenn-se !

03/03/2007

Skeudennoù Tele Kreiz-Breizh !!!


Kit da welet skeudennoù Tele Kreiz-Breizh e traoñ ar blog !

27/02/2007

Tele Kreiz-Breizh ? Kézako ?


E-kreiz brasañ enkadenn eoul-maen ar bed emaomp. Setu keleier Breizh, e 2010.

En l'an de crasse 2010, à l'heure où le pétrole n'est plus qu'un
souvenir, la Télé du Centre-Bretagne vous présente son journal
quotidien.

20/02/2007

Erruet eo ! Il est disponible !

Adalek bremañ e c'hellit prenañ Dvd "Tele Kreiz-Breizh" (s.o ar pennad a-is)
Vous pouvez dès maintenant acheter le Dvd "Tele Kreiz-Breizh" (c.f explications ci-dessous)

16/02/2007

Rakprenit an Dvd ! En souscription !


Ma fell deoc'h bezañ sur kaout an Dvd diwezhañ (Tele Kreiz-Breizh), rakprenit anezhañ o kas ur chekenn 9 € (7 € + 2 € frejoù kas ha pakata) da :
Setu
C/o Mevena Guillouzic-Gouret
La Bruyère
44360 VIGNEUX DE BRETAGNE

Pour être sur d'avoir le dernier Dvd (Tele Kreiz-Breizh), achetez-le en souscription en envoyant un chèque de 9 € (7 € + 2 € frais de port et d'emballage) à :
Setu
C/o Mevena Guillouzic-Gouret
La Bruyère
44360 VIGNEUX DE BRETAGNE

Danvez an Dvd : Kazetenn TKB (14'), Kazetenn TKB istitlet e galleg (14'), Bonus (4')
Contenu du Dvd : Kazetenn TKB (14'), Kazetenn TKB sous-titré français (14'), Bonus (4')

04/02/2007

Tele Kreiz-Breizh



Sed amañ un tañva eus ar raktres nevez bet savet ganeomp.

22/01/2007

Film nevez Setu : Kazetenn TKB

A-benn nebeut e vo prest hor film nevez : Kazetenn TKB (Tele Kreiz-Breizh) ! Kelaouet e voc'h e koulz !