18/04/2007

Liammoù e-leizh !!!

Kit buan d'ober un droig war al liammoù bet lakaet en traoñ : kleweled, brezhoneg hag all... Ur bern traoù dedennus !

13/04/2007

Bonus Tele Kreiz-Breizh

Marteze ho poa merzhet e oa ur gudennig war ar bonus en Dvd. Setu perak e adlakaomp anezhañ enlinenn, deoc'h da brofitañ eus hol labour a-bezh ! Tu zo deoc'h sellet ouzh traoù all e traoñ ar bajenn, bet graet ganeomp pe get...

BONUS SETU
envoyé par Setubzh

01/04/2007

Forom Setu

Adalek bremañ e c'hellit mont da reiñ ho soñjoù war Tele Kriez-Breizh war forom ar gevredigezh (er rann liammoù, en traoñ). Diwezhatoc'h e vo tu eskemm diwar-benn a bep seurt traoù. N'hoc'h eus nemet d'en em enrollañ a-raok skrivañ ur gerig... Na dermit ket !

28/03/2007

Manifestadeg evit Diwan en Oriant


Gervel a reomp da vanifestiñ disadorn en Oriant evit sikour Diwan. An emgav a vo da 3eur war plasenn ar Frankiz (n'eo ket mui war plasenn an ti-kêr).

25/03/2007

TKB e Roazhon dilun

D'al Lun 26 e vo skignet Tele Kreiz-Breizh a-raok "Brezhoneg e 6 miz" en Tambour e Skol-Veur Roazhon 2 da 17h15. Digoust eo !

22/03/2007

TKB e Montroulez Disadorn


D'ar Sadorn 24 a viz Meurzh e vo skignet Tele Kreiz-Breizh hag Enez Black Mor e sal Ar Salamandr da 4e. Da heul e vo aozet un diviz gant Laors Skavenneg (rener arzel Dizale) ha gant Setu !