D'ar Yaou 22 e vo aozet Devezh ar Sinema e Brezhoneg e sinema ar Gazeg C'hlas (Grand Bleu) e Karaez. Kinniget vo Tele Kreiz-Breizh a tresadennoù-bev. Digoust eo, neuze deuit niverus !
Krouet eo bet ar gevredigezh SETU a-benn mont dreist d’ur gentel-skol en ur c’hinnig hor raktresoù d’ar vrasañ niver a vrezhonegerien ha gwellaat neuze hon doare da labourat a raktres da raktres. Hiziv an deiz e ouzomp e vank traoù evit ar re yaouank e Breizh, ha n’eo ket en ur c’hortoz ez aio war wellaat an traoù. Merzet hon eus eo d’ar re yaouank da ziskouez e fell dezho kaout ur vuhez pemdeziek e brezhoneg dre ar filmoù, ar sonerezh, al lennegezh,…
Krouet eo bet SETU gant youl ur strollad mignoned evit gwellaat, sikour, skignañ ha lakaat da vont war-raok ar c’hleweled e brezhoneg. SETU a respont neuze d’hor c’hoantoù : strollañ, krouiñ, frammañ ha dreist-holl skignañ raktresoù kleweled e brezhoneg evit ar re yaouank kement hag ar re koshoc’h.
Kavet vo a bep seurt traoù war ar blog-mañ : titouroù diwar-benn raktresoù ar gevredigezh, skeudennoù, filmouigoù hag all.
Skrivit deomp hep termal ! Ken ar c'hentañ !
Skipailh Setu
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire